Shtisel – שטיסל

Heukliad-tele sevened gant, Alzon Zingman, skrived gant Ori Elon, Yehonatan Indursky, produed gant Yonatan Aroch ha Dikla Barkai, en hebraeg hag e yideg. C’hoaried gant Dov Glickman, Michael Aloni, Neta Riskin ha Shira Haas. Koulzad 1 skigned gant yes Oh e 2013 ha da c’houde gant Netflix adaleg 2018.

Mizioù zo em boa lakaed ar gaoz war Unothordox en ur pennad ha penaoz, dre vraz, e kawen e oa un doare ewid tud ar c’hornôg d’en em frealziñ e-keñver o zalvoudegezhioù : dav e oa lakaad an tudennoù serred-se en ur bed kloz war e reolennoù d’ober anaoudegezh gant ar bed gwirion ha bevañ er sklêrijenn. Ur c’hemm splann a oa etre ar bed modern a ranke an dudenn bennañ, Esty, mond davetañ, sklaer, leun a dudoù buhezeg, hag ar bed kozh a ranker kuitaad, fall ewid gwirioù an dud, leun a robotoù. Un tamm euz ar spered-se em boa kawed e-barzh Wolkenbruchs wunderliche Reise in die Arme einer Schickse (“Beaj meurdezuz Wolkenbruch e divrec’h ur Schikse”) diwar-benn ur paotr yaouank reizhkredour a bellao euz e ved pa raio choa ouzh ur Schikse, ur plac’h yaouank nann-yuzev, e-lec’h ma ranke an dudenn bennañ ober anaoudegezh gant an traoù pellañ posupl dioutañ en hon bed modern.

N’eo ked Shtisel tamm ebed evel-se, ha vad en deus graed din gweled ur sell all. Ar wezh-mañ e chomer e-barzh e metoù ar Yuzevien reizhkredour haredim, e Jeruzalem, ewid heuliañ buhez ar familh Shtisel, an tad(-kozh), Shulem, kelenner en ur skol kentañ-derezh relijiel, ar mab, Akiva, un rabbi kolled un tamm a fellje dezhañ bezañ arzour ha ne zeu ked a-benn da zimeziñ, ar verc’h, Giti, a rank talañ ouzh diviz he gwaz da vond diwar-wel ha leuskel e familh pa vez hi sanked dindan al labour degased gant o femp bugel, o breur Zvi Arye, a dremen e amzer o studial er yeshiva tra ma vez e bried o labourad hag oc’h ober war-dro an ti ha Ruchami, merc’h Giti, a sikour he mamm gant he diaesterioù med a glask iwez kreskiñ re vuan. Leun a dudennoù all a weler er c’harter-mañ euz Jeruzalem, karter Geula, a vev dindan reolennoù strizh, heb bezañ ken kloz ha karter Mea She’arim.

Heuliañ a reer buhez an tudennoù zo en o c’hegin dreist-holl, aliez e vezont o tebriñ da skouer, med iwez en o labour, er preti bihan a servij boued euz ar yiddishva kozh, e ti ar re gozh, da lavared eo o buhez pemdezieg a heulier amañ ha n’eo ked prantadoù heverk a zegas cheñchamantoù braz. N’eo ked pouezed war o fratikoù relijiel “dreist-ordinal” kement-se, ne weler ked anezho o vond d’ar sinagogenn da skouer, nag aozañ ur seder ewid Pesac’h, med gweled a reer anezho o tibunañ ar bennozhioù pemdezieg pe o pediñ war ar pemdez, da lavared ema gwiaded al lidoù relijiel en o buhez pemdez, heb displegañ anezho d’an arvesterien, heb abegiñ kenebeud ar reolennoù-buhez a dremenont kement a amzer o studial. En ur lakaad ar goulenn “relijiel” da gostez heb kuzad an efedoù war ar vuhez-pemdez e sikour an arvesterien da splujañ er bed-se ha da zegemer an tudennoù evel m’emaint. Gouzoud a reer adalek ar penn-kentañ ne vezo ked a veaj speredel war-zu talvoudegezhioù ar bed “modern” ha leuskel a ra ac’hanomp da weled an tudennoù gant o sioù fall hag o ferzhioù mad, da vezañ tostoc’h outo, daoust ma c’heller bezañ feuked gwezh an amzer gant traoù zo evel just.

Lavared em boa goude Unorthodox e vije brav gweled ur film pe un heuliad diwar-benn a beb seurt Yuzevien ha yuzevegezhioù, ha gant ur sell neptuoc’h, teulfilmoc’h, kuid da chom atav gant skeudenn ur gevredigezh warlerc’hied a c’helle, din-me, magañ un enebyuzeviegezh a intent mad, bed am eus bed an dra-se gant Shtisel, un heuliadenn a gas iwez istorioù kreñv, goulennoù start, servijed gant aktourien a feson, a c’hell degas ur sell damantuz war o zudennoù heb treuzwiskañ ar wirionez ha kuzad o sioù fall. Dov Glickman hag e vouezh don a daolenn mad un tad-kozh uhel e breder war ar relijion, a glask kas e vab Akiva war an hent mad, hini an dimeziñ, hini ul labour evel rabbi, a oar e rankje dimeziñ adarre e-unan, med prederied gant e garantez ewid e wreg newez-marved, e garantez ewid Akiva a wel mad ez aje gwelloc’h dezhañ bezañ arzour, ur vicher n’eo ked difenned da vad, med n’eo ked gweled mad. Dizampartiz Akiva zo servijed mad gant c’hoari Michael Aloni, hennezh ha ne gav ked kement-se e blas er gevredigezh, a heul ar reolennoù-rik med a blijje dezhañ terriñ ar reolennoù-kuzh, felled a ra dezhañ dimeziñ gant Elisheva, ur vaouez koshoc’h egetañ, ur vamm hec’h-unan, div wezh intañvez ouzhpenn. Ken dispar all eo an aktourien all, med dav eo menegiñ Shira Haas, bed gweled en Unorthodox, a c’hoari unan euz e ferzhioù kentañ.

M’ho peus gweled Unorthodox e alian deoc’h selled ouzh Shtisel iwez, kuid da chom gant skeudenn ar roboted disantimant a c’heller delc’her gant ar stirad kentañ, da splujañ en ur bed disheñvel, med pobled gant tud, tud a santimantoù, daoust dezho bezañ kuzhed don a-wezhioù gant aon bezañ barned gant o c’hevredigezh. C’hoant am eus kement-all meuleudiñ implij an hebraeg ha dreist-holl ar yideg en heuliad-mañ a sikour ac’hanomp da vezañ soubed er bed-se, disheñvel mik ha pas ken pell diouzh hon hini a-wezhioù.

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out /  Kemmañ )

Google photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google Log Out /  Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out /  Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out /  Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

Create your website with WordPress.com
Get started
%d bloggers like this: