Opala Chapalain !

Gant Bernard Kabon ha Pêr Chapalan. Embanned gant Skol Vreizh, 2016.

Chomed on gant tem ar bed peizant, da heul bezañ selled Nous, paysans abretoc’h e-pad ar bloaz. Amprested am eus el levraoueg eñvorennoù Pêr Chapalan saved diwar atersadennoù gant Bernard Kabon. Istitl al levr zo splann a-walc’h, amañ ez eus kaoz euz an hanter-kant vloaz o deus cheñched Bro-Leon —ha Breizh ha Frañs a-bezh war un dro — ha gant unan euz a re o doa degased ar cheñchamantoù, mar plij !

En teul-film e oa bed kaoz eus ar YKDM (Yaouankizoù Kristen Diwar-ar-Maez) ha penaoz e oa en em aozed peizanted yaouank ewid cheñch penn d’ar vazh ha gwellaad buhez an holl. Pêr Chapalan a oa unan anezho, hag unan a-bouez. Ha pebezh personelezh, pegen hardizh an den, pebezh Mensch ma gredan lavared !

Ur paotr euz kostez Kastell-Paol eo, ganed en ur familh kristen-tre, med troed war-zu al labour-douar evel e dud. Mond a raio pelloc’h d’en em staliañ pa breno douaroù e Gwinewez-Lokrist d’ober a bep seurt traoù, med brudetoc’h e vezo evel aozer stourmoù ar beizanted hag evel maer Gwinewez da c’houde.

Galloud a reer lavared ez eus teir lodenn e buhez Pêr Chapalan. Ul lodenn kristen, pouezuz a-walc’h en e vuhez familh —e c’hoar hag e vreur az aio da seurez ha da berson — a gaso anezhañ da goñkourioù prezegenniñ ha da weladenniñ Roma gant Visant Fave, zo deued war-lerc’h da eskob-skoazell Kemper ha bezañ test euz pegen dizaon e c’helle bezañ Fave pa oa bed hennezh o taped krog en ur c’hardinal en doa goulenned arc’hant ewid leuskel anezhañ da lavared an oferenn en iliz Sant Erwan ar Vretoned.

Ur vuhez all a oa hini ar stourmer ewid gwirioù ha buhez ar beizanted ha rened en doa ar vuhez-se ken hardizh ma c’helle ewid gwellaad stad an traoù. Operasionoù en doa graed, manifestadegoù en doa aozed, hag atav gant hardizh. Konted eo gantañ da skouer ur vanifestadeg e Brest (daoust m’en doa lavared d’ar boliserien e vije e Montroulez) ha penaoz e oa bed harzed gant ar polis diwar ali ur paotr euz ar RG a oa o chom e Gwenewez iwez. Ha setu ma oa aed ar vanifesterien e fulor, o terriñ peb tra. An isprefed neuze da c’houlenn ma vije dieubed Chapalan da sioulaad an traoù. Med hemañ ne venne ked sortial euz an oto kar diroged e oa bed e roched newez-flamm pa oa bed harzed. Ha setu an isprefed da baeañ 300 lur ewid ma’z aje da brenañ ur roched newez ! Konted gantañ atav, ma n’eo ked gwir e ra un istor brav atav. Euz an holl stourmoù e oa bed, hini ar SICA da skouer, da sewel marc’had legumaj Kastell, a-eneb ar gevredigezh sawed diwar intrudu ar varc’hadourien.

E vuhez ziwezhañ a oa hini ar politikour, maer Gwinewez, ewid mad ar barrez ha gant a beb seurt tud, hervezañ atav. Kontañ a ra e droioù ewid lakaad an telefon er barrez, ewid staliañ ur c’hoñverz war-bord ar mor, penaoz en doa taled ouzh gwalleur an Amoco Cadiz, paz oc’h heuliañ ar parrezioù o doa douged klemm da gentañ med war-lerc’h, penaoz e c’helle mond da weled ministred ewid renkañ kudenn-mañ-kudenn. Interesant e oa gweled penaoz e valee an traoù d’ar mare-se. Traoù souezhuz en doa graed iwez ewel reiñ e aotre da sewel ur chapel en enor da aparisionoù ar Werc’hez gweled gant unan euz maouezed kozh ar barrez.

Anvioù ken bruded all a lenner a-hed an eurioù, reoù ar politikerezh gall ewel meur a vinistred al labour-douar, beteg ar Prezidant Giscard ne oa ked gweled mad gantañ, pe reoù ar vro ewel Alexis Gourvennec, goude ma n’en em glewed ked mad gantañ, Visant Fave am eus menneged uheloc’h, Yvon Abiven, bed maer Sant-Tegoneg, ha reoù all.

Ur gwir kentel istor bewed eo al levr-se diwar-benn istor Breizh a c’hellan aliañ d’an holl lenn da gompren gwelloc’h petra a oa e penn an dud o doa degased ar cheñchamantoù braz-se a-raog bewañ hon cheñchamantoù deomp-ni ha respont d’an difioù hon amzer deomp-ni.

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out /  Kemmañ )

Google photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google Log Out /  Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out /  Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out /  Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

Create your website with WordPress.com
Get started
<span>%d</span> bloggers like this: